|
Kinnig GCompris
Kinnig
Ouzhpennadenn ziwezhañ: d'ar meurzh 4 a viz Gwengolo 2007.
Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :
dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
lenn : pleustradur war al lenn
all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...
En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.
Degemeret eo bet Priz ar c’helenn e-pad festoù an eñvor-drec’h evit ar meziantoù frank degouezhet e Soissons Bro C’hall d’an 24 a viz Mae 2003.
E-touez ar raktres GNU emañ GCompris anavezet gant Mignoned teñzorioù ar bed eus Unesco. Kavet e vo GCompris war roll ar meziantoù daveet gant FSF hag Unesco.
Dasparzhet eo ar meziant-mañ dindan al lañvaz GPL . Ur meziant kefridiel eus ar raktres GNU eo. Gant GNU/Linux, MacOSX, Windows ez a en-dro GCompris.
HEP GWARANT EBET eo dasparzhet ar meziant-mañ. Ur meziant frank eo ha bountañ a reomp ac’hanoc’h d’e zasparzhañ en-dro gant an amplegadoù GPL.

Taolet eo bet evezh war ketal GCompris a-fet an neuzioù hag aesder an ober gantañ. Stumm eeun warnañ e chom dedennus avat evit ar vugale vihanañ zoken. En e unan e vez dizoloet an obererezhioù gant ar vugale, koulskoude ez ay war-raok gwell gant skoazell ur c’helenner pe ur c’har dezhañ.
Gwelet e vez ar skrammadoù evit an holl obererezhioù kinniget gant GCompris
Gant un urzhiataer 233MHz gant 64Me a vemor ez a en-dro GCompris. Ret eo deoc’h kaout 40 Me dieub war ho kantenn galet. Gant kefluniadurioù gwanoc’h e vez arveret GCompris dre galvezerezh dre dermenelloù X GNU/Linux.
Bez ez eus meur a zoare evit arverañ GCompris gant un endro arval skañv, an holl anezho diazezet war labour dispar ar raktres LTSP.
E-touez an dasparzhadennoù GNU/Linux pennañ a vez arveret er skolioù emañ AbulEdu, SkoleLinux pe Freeduc.
Bandennoù treset, e saozneg o tisplegañ penaos e vez arveret GNU/Linux ha GCompris el lec’hioù arverañ internet hag er skolioù.
Ur c’hinnig eus GCompris war lec’hienn CNDP Sceren
Ur skouer eus arver GCompris en ur skol eus Belgia
Ur skouer eus arver GCompris en ur skol italiat. En Italia c’hoazh, teuliadur GCompris.
Arver GCompris en ur c’hlas kentañ derez en Ekstremadura (Bro Spagn)
Studiadenn un degouezh gant Kengor Europa en ur skol slovat.
Ur gentel diwar-benn GCompris evit an danvez kelennerion war ar stlenneg e Slovakia
E miz Ebrel 2002 ez eus bet embannet ur pennad e galleg diwar-benn GCompris war Linux Magazine France.
Gouzout muioc’h diwar-benn Ofset ha GCompris : skoret e vez ar meziantoù frank eus Ofset gant UNESCO
Gant Childsplay ez eus un doare da labourat damheñvel ouzh hini GCompris met diazezet eo war an areg Python hag al levraoueg pygame (diazezet war SDL). Gant GNU/Linux ha Windows ez a en-dro.
The KDE Edutainment Project. Ur strollad meziantoù o klotañ kaer GCompris.
Ar strollad meziantoù eus an douarenn gant pare abuledu.
New Breed Software a grou meziantoù frank, en o zouez Tuxpaint brudet mat
Un arload all evit ar re yaouankañ, PySyCache o kelenn d’ar vugale penaos arverañ al logodenn.