Home page
Download Imediato Livre
Download Windows / MacOSX (160Mb)

Kinnig GCompris

Kinnig

Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù d’ar vugale o oad etre 2 ha 10 vloaz.

Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :

  •  dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
  •  jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
  •  skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
  •  douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
  •  c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
  •  lenn : pleustradur war al lenn
  •  all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...

    En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.



  • Degemeret eo bet Priz ar c’helenn e-pad festoù an eñvor-drec’h evit ar meziantoù frank degouezhet e Soissons Bro C’hall d’an 24 a viz Mae 2003.

    E-touez ar raktres GNU emañ GCompris anavezet gant Mignoned teñzorioù ar bed eus Unesco. Kavet e vo GCompris war roll ar meziantoù daveet gant FSF hag Unesco.



    Dasparzhet eo ar meziant-mañ dindan al lañvaz GPL . Ur meziant kefridiel eus ar raktres GNU eo. Gant GNU/Linux, MacOSX, Windows ez a en-dro GCompris.

    HEP GWARANT EBET eo dasparzhet ar meziant-mañ. Ur meziant frank eo ha bountañ a reomp ac’hanoc’h d’e zasparzhañ en-dro gant an amplegadoù GPL.



    (JPEG)

    Taolet eo bet evezh war ketal GCompris a-fet an neuzioù hag aesder an ober gantañ. Stumm eeun warnañ e chom dedennus avat evit ar vugale vihanañ zoken. En e unan e vez dizoloet an obererezhioù gant ar vugale, koulskoude ez ay war-raok gwell gant skoazell ur c’helenner pe ur c’har dezhañ.

    Gwelet e vez ar skrammadoù evit an holl obererezhioù kinniget gant GCompris



    Gant un urzhiataer 233MHz gant 512Me a vemor ez a en-dro GCompris. Ret eo deoc’h kaout 300 Me dieub war ho kantenn galet. Gant kefluniadurioù gwanoc’h e vez arveret GCompris dre galvezerezh dre dermenelloù X GNU/Linux.

    Bez ez eus meur a zoare evit arverañ GCompris gant un endro arval skañv, an holl anezho diazezet war labour dispar ar raktres LTSP.

    E-touez an dasparzhadennoù GNU/Linux pennañ a vez arveret er skolioù emañ AbulEdu, SkoleLinux.




  •  Gant Childsplay ez eus un doare da labourat damheñvel ouzh hini GCompris met diazezet eo war an areg Python hag al levraoueg pygame (diazezet war SDL). Gant GNU/Linux ha Windows ez a en-dro.
  •  The KDE Edutainment Project. Ur strollad meziantoù o klotañ kaer GCompris.
  •  Ar strollad meziantoù eus an douarenn gant pare abuledu.
  •  New Breed Software a grou meziantoù frank, en o zouez Tuxpaint brudet mat
  •  Un arload all evit ar re yaouankañ, PySyCache o kelenn d’ar vugale penaos arverañ al logodenn.