C’hoari Awele a-enep Tuks.
Da gentañ e lakaer 4 hadenn e pep toull (48 hadenn zo en holl). Tal ouzh tal emañ ar c'hoarierion gant ur renk dirazo hag a vo o zachenn. C'hoariet e vo gant roud gin ar bizied eurier. Evit kregiñ an abadenn e vo dibabet ur c'hoarier.
Evel-se e vo c'hoariet un dro : an holl hadennoù hag a zo e unan eus e doulloù zo kemeret gant ar c'hoarier kentañ. Un hadenn a laka e pep toull war-lerc'h eus e renk ha goude e toulloù renk e enebiad o heuliañ roud an troadur adalek an toull orin. Mar kouezho an hadenn diwezhañ e tachenn an enebiad ha mar bez div pe deir hadenn en toull-mañ e vo adpaket an hadennoù-mañ ha lakaet e vint a-gostez. Neuze e sell an toull en a-raok : mard emañ e tachenn an enebiad ha mard ez eus div pe deir hadenn en toull e vo adpaket an hadennoù. Ha kendalc'het e vo evel-se betek ma tizho e dachenn pe betek ma vo ur c'hementad disheñvel diouzh div pe deir hadenn e toull an enebiad.
Bezañ an hini en do adpaket ar miuañ a hadennoù eo pal ar c'hoari.
Ne vez ket lammet dreist un toull pa vez lakaet an hadennoù en toulloù, nemet dreist an toull orin (toull ma'z eo bet tennet an hadennoù dioutañ) da lavarout eo : un dro a vez graet penn da benn.
Ret eo magañ an enebiad : mar bez hadenn ebet ken gantañ e vo ret c'hoari un taol o reiñ tu dezhañ c'hoari war-lerc'h. Ma n'eus ket tu henn ober e chomo a-sav an abadenn hag ar c'hoarier a oa o c'hoari a adpak an hadennoù o chom c'hoazh.
Echuet e vo an abadenn ur wech ma vo paket 25 hadenn da vihanañ, muioc'h eget an hanterenn, gant ur c'hoarier.
(diouzh Wikipedia
Laka an enebiad d’ober gant ar voull diwezhañ
Laka ar boulloù en toulloù.
War ar maez gwer, dibab kementad ar boulloù taolet ganit dre glikañ war ar voull. Diwall, dibabet e vezo unan eus ar c'hementadoù kinniget hepken.
Klik war « Mat eo ». Lakaet e vo da voulloù en toulloù dieub en ur gregiñ gant an tu kleiz.
Tuks a c'hoario diouzhtu war-lerc'h.
Gounit a ri mar bez lakaet ar voull diwezhañ gant an urzhiataer.
A-benn ma vo kroget gant Tuks, klik warnañ end-eeun.
Diaes eo da dTuks tremen dre ar skluz gant e vag. Ro un tamm skoazell dezhañ ha dizolo penaos ez a en-dro ar skluzioù.
Te a ren ar skluz. Ret eo dit digeriñ an dorioù hag ar reñvell en urzh mat a-benn lakaat Tuks da dremen dre ar skluz d'un tu ha d'an tu all.
C’hoari echedoù a-enep an urzhiataer gant ur mod da zeskiñ
Pleustriñ war an echedoù. C’hoari dibennoù eus abadennoù a-enep an urzhiataer (ar roue hag ur pezh gwerin).
C’hoari dibennoù eus abadennoù a-enep an urzhiataer (ar roue en e unanik)
Tres ar skeudenn dre glikañ war ar pikoù glas.
Tres ar skeudenn dre glikañ war ar pikoù glas en urzh.
Deskiñ penaos lenn an eur war un horolaj dre vizied
Reizh an horolaj gant an eur roet, gant an unanennoù amzer diskouezet (eurioù:munutennoù:eiladennoù). Klik war ar bizied ha dilec'h al logodenn a-benn lakaat an niveroù diskouezet da greskiñ pe da zigreskiñ.
Sav ur renkad 4 fezh a-serzh, a-blaen, a-veskell
Klik war ar bann a fell dit lakaat da gouezhañ ur pezh en e foñs.
Betek ar foñs ez ay ar pezh pe betek ur pezh bet lakaet a-raok.
Gant ar biroù kleiz ha dehou e vez graet ivez evit dilec'hiañ ar pezh hag ar stokell izel pe ar barrenn esaouiñ evit lakaat ar pezh da gouezhañ.
Sav ur renkad 4 fezh a-serzh, a-blaen, a-veskell
Klik war ar bann a fell dit lakaat da gouezhañ ur pezh en e foñs.
Betek ar foñs ez ay ar pezh pe betek ur pezh bet lakaet a-raok.
Gant ar biroù kleiz ha dehou e vez graet ivez evit dilec'hiañ ar pezh hag ar stokell izel pe ar barrenn esaouiñ evit lakaat ar pezh da gouezhañ.
Blein brec’h ar c’havr evit dilec’hiañ an elfennoù hervez ar skouer
Laka an elfennoù war ar skeudenn a-gleiz da vezañ heñvel ouzh ar re a-zehou hag a dalv da skouer.
Dindan ar c'havr e kavi 4 bir a ro tro dit da zilec'hiañ an elfennoù.
Klik war un elfenn ha gra gant ar biroù evit lakaat an elfennoù da vezañ dilec'hiet.
Mar kavez gwell, gra gant stokelloù ar biroù hag ar varrenn esaouiñ pe stokelloù an taolennata en o lec'h.
Rikl ha laka pep lun war e blas dereat.
Sav ar miltamm en ur riklañ pep pezh diwar ar strollad eus an tu kleiz betek al lec'h o klotañ gantañ war ar miltamm.
Laka an elfennoù war un daolenn dre zaouenmoned niverel ha skeudennel
Pak ha laka an elfenn da riklañ betek al lec'h dereat en daolenn. Da skouer e vo ret dibab an dra diouzh ar renkad hag e gementad war ar bann.
Un daolenn da grouiñ ma vez treset evel ma plijo dit
Dibab ur benveg war an tu kleiz hag ul liv en traoñ. Klik ha rikl war ar bajenn wenn evit krouiñ ul lun nevez. Evit gounit amzer e vez kliket war afell greiz al logodenn a-benn diverkañ ul lun.
Daouglikañ gant al logodenn a-benn dilemel ar maez ha dizoleiñ an drekva
Daouglikañ gant al logodenn war ar reizhkornegoù betek ma vo ar bloc'hadoù aet da get.
Tap ha laka ar rannvroioù da riklañ evit adsevel ar vro en he fezh
Tap ha laka an ergorennoù da riklañ evit adsevel ar gartenn
Adsav an tour skouer
Tap ha laka ar pezhioù hag a zo war al lein da riklañ evit o dilec'hiañ eus un tour d'egile a-benn adsevel an tour skouer (war an tu dehou) war al lec'h goullo war an tu kleiz.
Tapet e vez ar pezh uhelañ hepken ha ne vez ket berniet ar pezhioù uheloc'h eget an tour.
Kav ar sivi dre glikañ war ar c’hwec’htuegoù glas.
Kav ar sivi dre glikañ war ar c'hwec'htuegoù glas. Tostoc'h ez i ouzh ar sivi, rusoc'h e teuy da vezañ ar c'hwec'htuegoù.
Pleustriñ war al lenn evit kavout ar ger o klotañ gant ur skeudenn
Klik war ar ger o klotañ gant ar skeudenn skrammet.
Kont pet elfennoù ez eus dindan an tok ur wech ma vo aet kuit un darn anezho.
An hudour a lavar pet steredenn ez eus dindan e dog.
Klik war tog an hudour evit e zigeriñ.
Steredennoù a ya kuit.
Pet a chom en tog ?
Klik war ar steredennoù en traoñ a-gleiz evit reiñ da respont.
Kont pet elfenn ez eus dindan an tog hudus
Evit digeriñ an tog, klik warnañ. Dindan an tog, pet steredenn a welez o fiñval ?
Kont aketus :) ha klik war ar steredennoù en traoñ a-gleiz evit reiñ da respont.
Kav an hent evit mont er-maez eus ar milendall
Gra gant biroù ar c'hlavier evit dilec'hiañ Tuks betek an nor.
Kav an hent evit mont er-maez eus ar milendall 3 M.
Arver biroù ar c'hlavier evit dilec'hiañ Tuks betek an nor.
Gra gant ar varrenn esaouiñ evit gwelout ar milendall e mod 2M hag a bep eil.
Ur gartenn eo ar mod 2M, evit gwelout da blas er milendall, ne vez ket dilec'hiet Tuks gant ar mod-mañ.
Adson un ton
Selaou ar c'hemalennoù son ha klask d'o adober dre glikañ war an elfennoù. Adselaouet e vez dre glikañ war an afell 'adseniñ'.
C’hoari ar c’houn dre glevout a-enep Tuks.
Diskouezet ez eus ur strollad Tuksed violoñsourion. Gant pep Tuks ez eus ur son (kuzh) kenstaget outañ ha kentaget eo ar son-mañ ouzh 2 dTuks. Dre glikañ war un Tuks e klevi ar son kuzh.
Ret e vo dit derc'hel soñj e lec'hioù ar sonioù dre ma vint klevet ganit ha klask o lakaat daou ha daou.
Ur wech kavet ur c'houblad kenstaget gant ur son heñvel e vo lamet kuit.
Bez e kevezerezh a-enep Tuks e-pad un abadenn eus c’hoari ar c’houn.
Gwelet e vez ar strollad kartennoù o fas kuzhet. Pep kartenn he deus ur gartenn peurheñvel outi.
Dre glikañ war ar gartenn e weli he fas kuzh. Daou fas a vo gwelet nemetken da bep taol.
Ret e vo dit derc'hel soñj e plas pep kartenn a-benn kavout ar c'houbladoù kartennoù. Lamet e vo kuit pep koublad ur wech kavet. A-enep Tuks e c'hoarii.
Ret e vo dit kavout muioc'h a goubladoù egetañ evit gounit.
Kav al lizherenn o vankout.
Un dra zo skrammet war ar maez pennañ. Skrivet ez eus ur ger diglok dindan ar skeudenn. Dibab al lizherenn o vankout evit klokaat ar ger.
Pleustriñ war arver an arc’hant
Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar bajenn evit paeañ. Mar fell dit tennañ ur pezh kuit, klik warnañ war ar maez e krec'h.
Daouglikañ gant al logodenn war ar vell evit merkañ ur pal.
Daouglikañ gant al logodenn war ar vell da droadañ outi. Daougliket e vez gant an afel dehou, kleiz pe greiz. Mar kolli e vo tapet ar vell gant Tuks. Ret eo dit klikañ war ar vell a-benn adkregiñ.
Kav an diforc’h etre div skeudenn
Sell ouzh an div skeudenn. Diforc'hioù ez eus etrezo. Pa gavi un diforc'h e vo ret dit klikañ warnañ.
Dilec’hiañ ar viñsaskell evit tapout ar c’houmoul en urzh war greskiñ
Tap an niveroù gant o urzh war greskiñ en ur arverañ biroù ar c'hlavier evit dilec'hiañ ar viñsaskell.
Hag emañ ar ger kinniget e-touez ar roll gerioù skrammet ?
Skrammet ez eus ur ger e krec'h a-zehou. Mont war-wel ha diwar-wel a ray ur roll gerioù war an tu kleiz. Hag ar ger skrammet a oa e-touez ar roll ?
Hag emañ ar ger kinniget e-touez ar roll gerioù a-serzh bet skrammet ?
Skrammet ez eus ur ger e krec'h a-zehou. Mont war-wel ha diwar-wel a ray ur roll gerioù war an tu kleiz. Hag ar ger skrammet a oa e-touez ar roll ?
Naon en deus Tuks. Ro skoazell dezhañ a-benn kavout pesked en ur gontañ an tammoù skorn.
Klik war an diñs evit diskouez pet tammoù skorn ez eus etre Tuks hag ar pesk.
Klik war an diñs gant afell a-zehou al logodenn evit kontañ war-gil.
Ur wech graet, klik war an afell Mat eo pe gra gant ar stokell 'Enankañ' (enter).
Tap ha laka ar pouezioù da riklañ evit kempouez ar ventel.
Evit kempouezañ ar ventel, dilec'h an tolzoù war ar pladoù. N'eo ket pouezhus urzh an tolzoù.
Kuzhet ez eus bet un heuliad livioù, adkav an heuliad en urzh mat.
A-serzh war an tu kleiz emañ kinniget ur strollad pastilhezennoù. Warno al livioù hag a vo arveret ganit. Kinniget ez eus ur c'hedaozadur livioù, klik warni evit gwelout al livioù a fell dit gwelout. Klik war 'OK' war ar varrenn reoliñ.
Gant ar pezh a ginnigez e keñver Tuks gant ar pezh a zo kuzhet gantañ. Gant pikoù du e ro dit da c'houzout pet livioù zo lec'hiet mat. Gant pikoù gwenn e ro dit da c'houzout pet livioù zo lec'hiet fall.
Gant al liveoù izelañ e vez meneget spis e du pe e gwenn ar pastilhezennoù.
Dre glikañ gant afell dehou al logodenn e vo gwintet al livioù d'an tu gin.
Tizh ar gwenn ha jed da boentoù
Ret eo dit gwiriañ roud ha tizh an avel da gentañ ha klik war ar gwenn da vannañ ur saezhig.
Ur wech ma vo bannet an holl saezhioù e teuy war wel ur prenestr o c'houlenn diganit jediñ da eriñv (da boentoù).
Skriv da eriñv gant ar c'hlavier ha klik war 'Enankañ' (enter) pe war 'Mat eo'.
Ro skoazell d’ar c’harr ruz evit mont er-maez eus al luziatez dre sturiañ ar c’harr-mañ betek an nor a-zehou.
Pep karr a vez dilec'hiet hervez e roud (a-blaen pe a-serzh). Ret eo dit lakaat ar c'harr ruz da vont er-maez dre an nor a-zehou en ur reiñ lec'h dre vountañ ar c'hirri all.
Ur c’hewerier testennoù eeun evit sevel hag enrollañ testennoù.
Gant ar c'hewerier testennoù-mañ e vez biziataet pezh a plij dit hag enrollet evit ma vo kavet en-dro war-lerc'h.
Lakaet e vez stil gant da destenn dre arverañ an afelloù war an tu kleiz.
Ar peder afell gentañ a ro ur stil d'al linemm m'emañ da reti.
An afelloù all, dre zibaboù lies, a ro tu dit dibab ur skouer evit da deul ha neuzioù liv.
Skriv gant da glavier ar gerioù o kouezhañ a-raok ma tizho an douar.
Skriv gant da glavier ar gerioù klok e-pad m'emaint o kouezhañ a-raok ma tizho an douar.
Respont da c’houlennoù niveroniezh
Skrammet ez eus ul liesadur eus daou niver. E tu dehou an arouez "par da" (=) e vo ret dit lakaat an disoc'h (anvet eo "al liesâd"). Gra gant ar biroù kleiz ha dehou evit kemm da respont ha pouez war ar stokell "Enankañ" (enter) evit gouzout hag-eñ eo gwir. Mar bez diwir, klask c'hoazh.
Kav ar c’’hedaozadur niveroù ha jedadurioù a-benn kaout an disoc’h goulennet
E krec'h panellad an obererezh ez eo ret dit dibab niveroù ha niñvaderioù (+ pe x da skouer) a-benn sevel an disoc'h roet. Diziuzet e vez an niveroù pe an niñvaderioù dre glikañ warno un wech all.
Ur benveg tresañ ha blivañ.
Diuz ur benveg tresañ war an tu kleiz hag ul liv en traoñ.
Neuze klik ha rikl war al leur wenn evit krouiñ ul lun nevez.
Ur wech savet un dresadenn e c'halli diuzañ ur frammad nevez da labourat warnañ dre ziuzañ unan eus ar reizhkornegoù bihan gwenn en traoñ.
Pep frammad a vo heñvel e endalc'had ouzh an hini kent.
Kempenn da dresadenn en ur zilec'hiañ pe zilemel lunioù zo.
Ur wech krouet meur a skeudenn, pouez war an afell « film ».
Hep chom a-sav e tremeno da skeudennoù dirazout (un dol dizehan).
Tizh an tremen a vez kemmet er mod-mañ.
Kemmet e vez ar skeudenn diwezhañ ez film dre glikañ a-zehou war ur frammad amzeriañ
Er mod Gwelout, pouez war an afell « tresañ » evit dont en-dro d'ar mod Tresañ.
Kemmpennet e vez pep skeudenn eus da vliverezh dre ober gant an diuzer skeudennoù er c'horn kleiz e traoñ ar skramm.
Enrollet pe adkarget e vez da labour gant an afelloù « kantennig » ha « teuliad ».
Gant ur rouedad lec’hel hepken ez a en-dro an obererezh komz
Mont a ra en-dro gant arveriaded all GCompris war da rouedad lec'hel. Ned a ket en-dro war internet avat. Skriv da gemennadenn ha pouez war « Enankañ ». Kaset e vo da gemennadenn dre da rouedad ha mar bez un arveriad all oc'h ober gant obererezh flapiñ GCompris en hevelep mare e vo degemeret da gemennadenn gantañ.
Stur an debrer niveroù davit ar riñvenn o vezañ par d’an niver kinniget e krec’h ar skramm.
Arver ar biroù evit merdeiñ war al leur ha tremen e-biou an dToggled. Gra gant ar varrenn esaouiñ evit debriñ un niver.
Stur an Debrer niveroù war an holl riñvennoù nad int ket par d’an niver kinniget e krec’h ar skramm.
Arver ar biroù evit merdeiñ war al leur ha tremen e-biou an dToggled. Gra gant ar varrenn esaouiñ evit debriñ un niver.
Stur an Debrer niveroù davit holl lieskementoù an niver kinniget e krec’h ar skramm.
Tizhet e vez lieskementoù un niver dre liesaat an niver-mañ gant forzh peseurt niver disheñvel diouzh mann (1, 2, 3, 4, 5, h.a.).
Da skouer, lieskementoù 12 zo : 12 (1x12), 24 (2x12), 36 (3x12), 48 (4x12), 60 (5x12), h.a. 25 n'eo ket ul lieskement eus 12 rak n'eus ket tu da gaout 25 dre liesaat un niver kevan gant 12.
Mar bez un niver, ur ranner eus un eil niver, neuze ez eo an eil niver ul lieskement eus an niver kentañ.
Gra gant ar biroù evit dilec'hiañ da zebrer ha tremen e-biou an dToggled.
Pouez war 'Enankañ' (enter) evit debriñ un niver.
Reiñ skoazell da dTuks evit mont er-maez eus ar vougev. Ret eo dit kavout un niver kuzhet gant Tuks.
Lenn an ditouroù o reiñ dit an etremez m'emañ ar werzh da zivinout.
Skriv un niver war ar maez glas e krec'h a-zehou.
Diskouezet e vo gant Tuks mard eo da niver re vras pe re vihan.
Dibab un niver all neuze. Ar pellder etre Tuks hag an ezkerzh a zikouez ar c'hementad hag a zo etre da niver hag an niver mat.
Pa vez Tuks dindan pe a-us live an ezkerzh e talv neuze emañ da niver dindan pe a-us an niver mat.
Adsav an tour war al lec’h a-zehou.
Tap ha laka ar pezhioù hag a zo war lein an tourioù da riklañ evit o dilec'hiañ eus un tour d'egile a-benn adsevel an tour skouer (war an tu dehou) war al lec'h goullo war an tu kleiz.
Tap ha laka pep elfenn da riklañ a-us hec’h anv.
Tap ha laka ar skeudennoù war an tu kleiz da riklañ betek o anv dereat. Klik war OK (Mat eo) evit gwiriañ da respont.
Kav an hent evit mont er-maez eus ar milendall (daveel eo da zilec’hiadur).
Arver ar c'hlavier evit dilec'hiañ Tuks betek an nor.
Gant ar milendall-mañ ez eo daveel an dilec'hiadur (e-barzh emaout).
Arver ar bir 'sav' evit mont war-raok.
Troet e vez gant ar biroù all.
Pleustriñ war arver an arc’hant en ur zistreiñ e voneiz da dTuks
Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar bajenn evit paeañ. Mar fell dit tennañ ur pezh kuit, klik warnañ war ar maez e krec'h.
Tres un eilad eus an dresadenn diouzh ar voest a-zehou war ar voest a-gleiz.
Da gentañ, dibab an ostilh dereat diwar ar varrenn ostilhoù.
Goude se, klik ha laka al logodenn da riklañ evit krouiñ elfennoù.
Ur wech echuet ganit, klik war an afell Mat eo e lañser GCompris.
Meneget e vo da fazioù gant kroazioù ruz bihan.
Diwall, n'eo ket pouezus urzh (dirak/a-dreñv) an elfennoù,
koulskoude taol evezh na leuskel elfennoù dic'hoantaet dindan re all.
Emañ Tuks o vont d’ar gêr en-dro goude un abadenn besketa hir. Laka reizhiad dasparzhañ an dour en urzh evit ma strinkadenno Tuks.
Klik war an elfennoù oberiant : heol, koumoulenn, stal bompañ ha stal buraat a-benn loc'hañ en-dro dasparzhadur an dour.
Ur wech graet hag ur wech ma vo Tuks en e strinkadenn, pouez war afell ar strinkadenn evitañ.
Tres ar skeudenn dre heuliañ an niveroù
Tres ar skeudenn dre glikañ war bep niver en urzh mat.
Emañ Tuks o vont d’ar gêr en-dro goude un abadenn besketa hir war e vag. Laka reizhiad dasparzhañ an tredan en urzh evit ma vo skaerijenn betek ti Tuks.
Klik war an elfennoù disheñvel oberiant : heol, koumoulenn, stankell, treuzfurmerez a-benn adderaouiñ ar reizhiad tredan a-bezh. Ur wech ma 'z eo bet adsavet ar reizhiad ha Tuks er gêr, pouez war afell ar gouleier evitañ. A-benn gounit, enaou an holl dud koumanantet e-pad m'emañ an holl broduerion war genel.
Click on the correct musical instruments
Klik war benveg sonerezh dereat.
Dizollo dreiziadoù pennañ ijinnour ar reizhiad braille.
Lenn istor Louis Braille, e vuhez ha dizolo ar reizhiad braille. Klik war an afelloù Kent pe War-lec'h evit mont betek ur bajenn eus an istor. En dibenn, kempenn lodennoù an istor en urzh an amzer.
Kav an hent evit mont er-maez eus ar milendall diwelus.
Arver biroù ar c'hlavier evit dilec'hiañ Tuks betek an nor er milendall diwelus.
Gra gant ar varrenn esaouiñ evit gwelout ar milendall e mod gwelus hag a bep eil.
Ur gartenn eo ar mod gwelus evit gwelout da blas e-kreiz ar milendall, ne vez ket dilec'hiet Tuks gant ar mod-mañ.
Tres skeudenn dre ur velezour un ergorenn diouzh ar voestad war an tu dehou war ar voest war an tu kleiz.
Da gentañ, dibab an ostilh dereat diwar ar varrenn ostilhoù.
Goude se, klik ha laka al logodenn da riklañ evit krouiñ elfennoù.
Ur wech echuet ganit, klik war an afell Mat eo e lañser GCompris. Meneget e vo da fazioù gant kroazioù ruz bihan.
Diwall, n'eo ket pouezus urzh (dirak/a-dreñv) an elfennoù, koulskoude taol evezh na leuskel ket elfennoù dic'hoantaet dindan re all.
Tap ha laka ar pouezioù da riklañ evit kempouez ar ventel ha jediñ ar pouezioù
Evit kempouezañ ar ventel, dilec'h an tolzoù war an tu kleiz pe an tu dehou. Taol evezh eus ar pouez hag unanennoù an tolzoù. Soñj mat : ur c'hilogramm (kg) a dalv 1000 gramm (g). N'eo ket pouezhus urzh an tolzoù.
Ur wech nemetken e rank bezañ pep arouez e pep renk, e pep bann hag e pep rann.
Evit al live kentañ gant an arouezioù liv, tap ha laka an arouezioù eus an tu kleiz da riklañ davit o lec'hiadur bukenn.
Evit al liveoù uheloc'h, klik war ur c'harrez goullo evit e zeraouekaat. Skriv ul lizherenn pe ur sifr.
Ne vi ket laosket da skrivañ roadennoù didalvoudek gant GCompris.
Deskiñ ha kounañ reizhiad Braille.
The screen has 3 sections: an interactive braille cell, an instruction telling you the letter to reproduce, and at the top the Braille letters to use as a reference. Each level teaches a set of 10 letters.
Krouiñ ha loc’hañ darvanadur ur goulun tredanel
Klik ha rikl parzhioù tredanel diwar al lec'h dibab betek ar maez labour.
Krou an orjalennoù dre glikañ war ur poent kennaskañ ha dre riklañ al logodenn betek un eil poent kennaskañ ha laosk neuze afell al logodenn.
Dilec'hiet e vez parzhioù dre glikañ warno ha dre lakaat i da riklañ. Diverket e vez an orjalennoù dre glikañ warno.
A-benn dilemel ur parzh, diuz ar benveg dilemel e krec'h lec'h dibab ar parzhioù. Kliket e vez war an afell evit digeriñ pe serriñ.
Kemmet e vez gwerzh ar reostat dre glikañ ha dre lakaat e nadoz da riklañ.
A-benn darvanañ pezh a c'hoarvez pa darzh ur glogorenn, klik a-zehou warni d'he lakaat da darzhañ.
Hizivaet eo an darvanadur en amzer werc'hel gant pep gwezh nevez an arveriad.
Dilec’h an elfennoù a-benn sevel un heuliad war greskiñ.
Klik war an elfennoù gant ur bloc'had dieub en o c'hichen.
Da blas al lec'h dieub ez ay an elfennoù.
Laka an holl elfennoù dre urzh war greskiñ, eus krec'h d'an traoñ hag eus an tu gleiz d'an tu dehou.
Stur an debrer niveroù davit holl rannerioù an niver kinniget e krec’h ar skramm.
Anvet e vez ranner un niver pep niver kevan o rannañ an niver-mañ hep leuskel un dilec'h.
Da skouer ez eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù eus 6. 4 n'eo ket ur ranner eus 6.
Mar bez un niver kentañ ul lieskement eus un eil niver, neuze ez eo an eil niver-mañ ur ranner eus an niver kentañ.
Gwelet e vez al lieskementoù evel elfennoù ur strollad.
Neuze ez eo 1, 2, 3 ha 6 elfennoù ar strollad-mañ, n'eo ket 4 avat.
Gra gant ar biroù evit dilec'hiañ da zebrer ha tremen e-biou an dToggled.
Pouez war 'Enankañ' (enter) evit debriñ un niver.
Kuzhet eo bet ur ger, ret eo dit e zizoleiñ ul lizherenn goude eben
Biziataet e vez al lizherennoù dre ar c'hlavier galloudel war ar skramm pe gant ar c'hlavier gwir.
Pleustriñ war arver an arc’hant en ur zistreiñ e voneiz da dTuks
Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar bajenn evit paeañ. Mar fell dit tennañ ur pezh kuit, klik warnañ war ar maez e krec'h.
Pleustriñ war arver an arc’hant gant ar c’hentimoù.
Klik war ar pezhioù hag ar bilhedoù e traoñ ar bajenn evit paeañ. Mar fell dit tennañ ur pezh kuit, klik warnañ war ar maez e krec'h.
Stur ur splujerez en ur arverañ ar balastroù hag ar sturioù splujañ.
Ret eo dit sturiañ ur splujerez gant ar binvioù merdeiñ a zo war an daolenn vourzh.
Teir beoliad aer ez eus (anvet ballastroù) hag a vez leuniet gant aer pe zour. Emañ ar balastr kleiz en adreñv, an hini kreiz zo e-kreiz hag en araog emañ ar balastr dehou. Ur rañvell velen zo a-us d'an holl dri. Reiñ a reont tu da leuniañ ar balastroù gant dour ha da lakaat ar splujerez da ziskenn en dour. Pa vezont serr e vez taolet an dour er-maez dre zigeriñ reñvell a zo dindan : beoliadoù aer moustret a vount war an dour hag a zo kaset er-maez ha neuze ez a ar splujerez da vezañ skañvoc'h : mont war-c'horre a ra ar splujerez neuze (bullennoù a vez gwellet).
War an tu kleiz eus an daolenn vourzh emañ jaoj an tizh. Kemmet e vez tizh a-blaen ar splujerez dre glikañ war '+' pe '-'. Liammet eo ar jaoj-mañ gant ar veoliad trelosk (mazout) o voueta ar c'heflusker, en traoñ, e liv glas-gwer.
Erfin, ouzh ar balastroù emañ lankerioù araok hag adreñv ar sturioù da ziskenn a-serzh. Da sturiañ a-serzh araog pe adreñv ar splujerez evit mestronaiñ ar sevel pe an diskenn (komz a reer eus an 'azez') e talvezont. Diwall ! Arabat eo dezhi bezañ re stouet ! Mar bez re stouet ez ay war enaou ul luc'hig reoliñ (e stumm heñvel ouzh ar splujerez), evit lavarout dit eo poent adwintañ azez da splujerez.
Ret e vo dit tremen e-bioù ar vallum en donder hag an eoullesr war ar gorre.
Diwall ! Bevennet eo barrad ar beoliadoù (aer ha trelosk) : 30.000 unanenn aer ha 3.000 unanenn drelosk. Taol evezh outo mar fell dit merdeiñ pell. Un nor zo war an tu dehou. Tremen drezi evit tizhout al live uheloc'h.
Klik war al liv dereat.
Klik war ar voest livet dereat.
Skrivañ e Braille al lizherennoù o kouezhañ
Skriv ar rineg vBraille war an deolenn evit al lizherennoù a gouezh o klotañ ganti. Dre gklikañ war an afell drec'haoliñ e vez gwiriet taolenn an arouezennoù Braille.
Dizolo reizhiad Braille evit an niveroù.
Ret eo da bep c'hoarier kavout hag emañ an niverenn war e blankenn. Mard emañ warnañ, klik warnañ a-benn he zalvoudekaat. Mont a ray ar mout gant ar c'hoarier a lakay ur groaz war an holl niverennoù Braille gant un doare dereat. Laka ur groaz war an doalenn vraille dre glikañ war an afell drec'haoliñ war ar varrenn reoliñ.
Stur an Debrer niveroù war an holl niveroù kentañ.
Niveroù brasoc'h eget 2 hag a zo rannadus drezo o unan pe dre 1 hepken eo an niveroù kentañ.
Da skouer : un niver kentañ eo 3, n'eo ket 4 (rannadus dre 2). 5 zo un niver kentañ ivez (rannadus dre 5 hag 1 hepken). Rannadus eo 6 dre 2 pe 3 (3 x 2 = 6), neuze n'eo ket un niver kentañ.
Gra gant ar biroù evit dilec'hiañ da zebrer ha tremen e-biou an dToggled. Pouez war 'Enankañ' (enter) evit debriñ un niver.
Klask lazhañ an holl c’houleier.
Mar bez pouezet war an afell e vo trec'haolet stad an afell hag ivez stad an afelloù kar a-serzh hag a-blaen.
Lec'hiadur an heol ha liv an oabl zo liammet gant an niver a glikoù az po ezhomm a-benn diskoulmañ ar miltamm.
Mar kliki war Tuks e vo diskouezet an diskoulm.
Stur mat da vag evit gounit ar redadeg.
Er maez skrivañ evit da vag, skriv un urzh war bep linenn evit sturiañ da vag.
Skrammet eo an urzhioù skoret etre an daou vaez skrivañ. Ret eo lakaat ur werzh (ur sifr) anvet 'arventenn' war-lerc'h an urzh 'kleiz' ha 'dehou' o talvezout d'ur c'horn roet e derezioù. Dre ziouer ez arverer 45°.
-An urzh 'war-raok' a arver, evel arventenn, ur pellder roet dre unanennoù ar gael. Dre ziouer 1 a vez arveret.
Da skouer :
« kleiz 90 » => C'hwelañ (treiñ) war an tu kleiz gant ur c'horn serzh (90°)
« war-raok 10 » => Mont war-raok dre 10 unanenn (en em spislec'hiañ gant daveoù a-blaen hag a-serzh ar reolenn).
Bezañ an hini kentañ o tizhout al linenn ruz eo pal ar c'hoari. Ur wech gounezet, klask gwellaat da red en ur gregiñ ar redadeg en-dro gant doareoù anzer heñvel, en ur glikañ war an afell 'Adober'.
Kliket ha riklet e vez gant al logodenn forzh pelec'h evit muzuliañ un dilec'hiadur a-fet korn ha pellder.
Klask dont a-benn da c'hounit gant doareoù amzer diaesoc'h.
Ro urzhioù mat d’az pag evit gounit ar redadeg a-enep Tuks.
Er maez skrivañ evit da vag, skriv un arc'had (urzh) war bep linenn evit sturiañ da vag. Skrammet eo an arc'hadoù skoret etre an daou lec'h skrivañ. Ret eo lakaat ur werzh (ur sifr) anvet 'arventenn' war-lerc'h an arc'had 'kleiz' ha 'dehou' o talvezout d'ur c'horn roet e derezioù. Dre ziouer ez arverer 45°.
-An arc'had 'war-raok' a arver, evel arventenn, ur pellder roet dre unanennoù ar gael. Dre ziouer 1 a vez arveret.
Da skouer :
« kleiz 90 » => C'hwelañ (treiñ) war an tu kleiz gant ur c'horn serzh (90°)
« war-raok 10 » => Mont war-raok dre 10 unanenn (en em spislec'hiañ gant daveoù a-blaen hag a-serzh ar reolenn).
Bezañ an hini kentañ o tizhout al linenn ruz eo pal ar c'hoari. Ur wech gounezet, klask gwellaat da red en ur gregiñ ar redadeg en-dro gant doareoù anzer heñvel, dre glikañ war an afell 'Adober'.
Kliket ha riklet e vez gant al logodenn forzh pelec'h evit muzuliañ un dilec'hiadur a-fet korn ha pellder.
Klask dont a-benn da c'hounit gant doareoù amzer diaesoc'h.