Home page
Petra eo GCompris ?
Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d’ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.
(JPEG)

Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :

  •  dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
  •  jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
  •  skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
  •  douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
  •  c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
  •  lenn : pleustradur war al lenn
  •  all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...

    En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.