|
CD-ROM boulc’hus
Ur gantenn voulc’hus eo ur gantenn stumm (CD-ROM) gant ur reizhiad korvoiñ klok warni o lakaat ar reizhiad korvoiñ-mañ da vezañ emren. Pa vo loc’het hoc’h urzhiataer gant ur gantenn e-barzh e vo lañset hag erounezet gant hoc’h urzhiataer.
Meur a gantenn voulc’hus ez eus gant GCompris warno :
Freeduc CDROM, ur strollad meziantoù kelennadel savet gant Kevredigezh Ofset.
Knoppix DVDROM gant ur reizhiad GNU/Linux klok o kinnig GCompris.
Un dasparzhadenn Linux eo Kaella (Knoppix Linux Azur) o chom war ur gantenn ha mont a ra en-dro hep staliañ an disterañ tra war gantenn galet hoc’h urzhiataer. Ur reizhiad korvoiñ klok eo, pourvezet gant an holl meziantoù ret evit arverañ un urzhiataer : merdeer internet, posteloù, lennerioù liesvedia (skeudenn, luc’hskeudenn, sonioù, videoioù), c’hoarioù, h.a...