Bruno Coudoin
(anim.xml)
Krouiñ un dresadenn pe ur bliverezh
Ur benveg tresañ ha blivañ.
Gant ar c’hoari-mañ e vez treset frank gant ar bugel. Penaos tresañ brav gant lunioù eeun (reizhkornioù, elipsennoù, linennoù) eo pal ar c’hoari. Evit reiñ muioc’h a zibaboù d’ar bugel e vezo enlakaet skeudennoù ivez.
Diuz ur benveg tresañ war an tu kleiz hag ul liv en traoñ.
Neuze klik ha rikl war al leur wenn evit krouiñ ul lun nevez.
Ur wech savet un dresadenn e c'halli diuzañ ur frammad nevez da labourat warnañ dre ziuzañ unan eus ar reizhkornioù bihan gwenn en traoñ.
Pep frammad a vo heñvel e endalc'had ouzh an hini kent.
Kempenn da dresadenn en ur zilec'hiañ pe zilemel lunioù zo.
Ur wech krouet meur a skeudenn, pouez war an afell « film ».
Hep chom a-sav e tremeno da skeudennoù dirazout (un dol dizehan).
Tizh an tremen a vez kemmet er mod-mañ.
Kemmet e vez ar skeudenn diwezhañ ez film dre glikañ a-zehou war ur frammad amzeriañ
Er mod Gwelout, pouez war an afell « tresañ » evit dont en-dro d'ar mod Tresañ.
Kemmpennet e vez pep skeudenn eus da vliverezh dre ober gant an diuzer skeudennoù er c'horn kleiz e traoñ ar skramm.
Enrollet pe adkarget e vez da labour gant an afelloù « kantennig » ha « teuliad ».