Bruno Coudoin
(electric.xml)
Tredan
Krouiñ ha loc’hañ darvanadur ur goulun tredanel
Krouiñ diouzh e c’hoant ur goulun tredanel darvanet. Gwelet e vo diouzhtu an disoc’h.
Klik ha rikl parzhioù tredanel diwar al lec'h dibab betek ar maez labour.
Krou an orjalennoù dre glikañ war ur poent kennaskañ ha dre riklañ al logodenn betek un eil poent kennaskañ ha laosk neuze afell al logodenn.
Dilec'hiet e vez parzhioù dre glikañ warno ha dre lakaat i da riklañ. Diverket e vez an orjalennoù dre glikañ warno.
A-benn dilemel ur parzh, diuz ar benveg dilemel e krec'h lec'h dibab ar parzhioù. Kliket e vez war an afell evit digeriñ pe serriñ.
Kemmet e vez gwerzh ar reostat dre glikañ ha dre lakaat e nadoz da riklañ.
A-benn darvanañ pezh a c'hoarvez pa darzh ur glogorenn, klik a-zehou warni d'he lakaat da darzhañ.
Hizivaet eo an darvanadur en amzer werc'hel gant pep gwezh nevez an arveriad.