Joe Neeman
(gnumch-multiples.xml)
An Debrerion niveroù hag al lieskementoù
Stur an Debrer niveroù davit holl lieskementoù an niver kinniget e krec’h ar skramm.
Deskiñ da anaout al lieskementoù hag ar rannerioù.
Tizhet e vez lieskementoù un niver dre liesaat an niver-mañ gant forzh peseurt niver disheñvel diouzh mann (1, 2, 3, 4, 5, h.a.).
Da skouer, lieskementoù 12 zo : 12 (1x12), 24 (2x12), 36 (3x12), 48 (4x12), 60 (5x12), h.a. 25 n'eo ket ul lieskement eus 12 rak n'eus ket tu da gaout 25 dre liesaat un niver kevan gant 12.
Mar bez un niver, ur ranner eus un eil niver, neuze ez eo an eil niver ul lieskement eus an niver kentañ.
Gra gant ar biroù evit dilec'hiañ da zebrer ha tremen e-biou an dToggled.
Pouez war 'Enankañ' (enter) evit debriñ un niver.