Home page

Sammadur

Yves Combe (memory_add.xml)
C’hoari ar c’houn dre sammadurioù
Tro ar c’hartennoù evit liammañ ur sammadur gant e zisoc’h.
Pleustr war ar sammadur ha lam kuit an holl gartennoù.
Gwelet e vez meur a gartenn, ne vez ket gwelet o zu gin. Ur sammad pe disoc'h ur sammad a vez kuzhet war bep kartenn. Heñvel ouzh an dra-se eo ur sammadur : 2 + 2 = 4 (daou mui daou zo pevar) Ar c'hementad diskouezet gant an niveroù war bep tu eus an arouezenn 'par da' (=) a rank bezañ heñvel. Neuze, 2 (kont 1 ha 2) mui 2 (kont 3 ha 4) zo 4. Kont a-vouezh uhel pa bleustri warni, kont gant da vizied rak dalc'het e vez an traoù gwelloc'h en e soñj pa vez kavet kalz doareoù d'ober an traoù-mañ. Gra gant legoioù, nozellennoù pe forzh petra evit kontañ ! Kont izili da familh, pe skoliaded da glasad. Kan sonennoù da gontañ. Kont kalz traoù ha da varrek war ar 'hontañ ez i ! Er c'hoari-mañ e vez kuzhet an div lodenn eus ur sammadur. Ret eo dit kavout al lodennoù hag o lakaat daou ha daou. Dre glikañ war ur gartenn e weli he fas kuzh. Klask ar gartenn all o klokaat ar sammadur. Daou fas a vez dizoloet nemetken da bep taol. Ret e vo dit derc'hel soñj e plas ar c'hartennoù evit o c'havout daou ha daou. Labour an arouezenn '=' a rez hag ezhomm ac'hanout o deus an niveroù evit bezañ kevredet. Ur wech dizoloet ur c'houblad kartennoù e vo tennet kuit. Ur wech tennet kuit an holl gartennoù e vo aet ar maout ganit ! :)  
gant: bruno