Home page

Addition and subtraction

Yves Combe (memory_add_minus.xml)
Tro ar c’hartennoù evit liammañ ur sammadur/ul lamadur gant e zisoc’h.
Pleustr war ar sammadur hag al lamadur betek ma vo lamet kuit an holl gartennoù.
Gwelet e vez meur a gartenn, ne vez ket gwelet o zu gin. Ur jedadur pe e zisoc'h a vez kuzhet war bep kartenn. Er c'hoari-mañ e vez kuzhet an div lodenn eus ur jedadur. Ret eo dit kavout lodennoù ar jedadur hag o lakaat daou ha daou. Dre glikañ war ur gartenn e weli he niver kuzh. Klask ar gartenn all o klokaat ar jedadur. Daou fas a vez dizoloet nemetken da bep taol. Ret e vo dit derc'hel soñj e plas ar c'hartennoù evit o c'havout daou ha daou. Labour an arouezenn '=' a rez hag ezhomm ac'hanout o deus an niveroù evit bezañ kevredet. Ur wech dizoloet ur c'houblad kartennoù e vo tennet kuit. Ur wech tennet kuit an holl gartennoù ez eo aet ar maout ganit ! :)