Bruno Coudoin
(searace.xml)
Redadeg bigi (2 c’hoarier)
Stur mat da vag evit gounit ar redadeg.
Deskiñ a ri, gant an obererezh-mañ, penaos enankañ arc’hadoù (urzhioù) en un urzhiataer. Daoust ma ’z eo eeun kenañ an areg (yezh an urzhiataer) e teski penaos soñjal en a-raok ha sevel ur goulev.
Evit deraouiñ gant ar gouleviñ e vez arveret an obererezh-mañ.
Er maez skrivañ evit da vag, skriv un urzh war bep linenn evit sturiañ da vag.
Skrammet eo an urzhioù skoret etre an daou vaez skrivañ. Ret eo lakaat ur werzh (ur sifr) anvet 'arventenn' war-lerc'h an urzh 'kleiz' ha 'dehou' o talvezout d'ur c'horn roet e derezioù. Dre ziouer ez arverer 45°.
-An urzh 'war-raok' a arver, evel arventenn, ur pellder roet dre unanennoù ar gael. Dre ziouer 1 a vez arveret.
Da skouer :
« kleiz 90 » => C'hwelañ (treiñ) war an tu kleiz gant ur c'horn serzh (90°)
« war-raok 10 » => Mont war-raok dre 10 unanenn (en em spislec'hiañ gant daveoù a-zremm hag a-serzh ar reolenn).
Bezañ an hini kentañ o tizhout al linenn ruz eo pal ar c'hoari. Ur wech gounezet, klask gwellaat da red en ur gregiñ ar redadeg en-dro gant doareoù anzer heñvel, en ur glikañ war an afell 'Adober'.
Kliket ha riklet e vez gant al logodenn forzh pelec'h evit muzuliañ un dilec'hiadur a-fet korn ha pellder.
Klask dont a-benn da c'hounit gant doareoù amzer diaesoc'h.