Pascal Georges
(submarine.xml)
Stur ur splujerez.
Stur ur splujerez en ur arverañ ar balastroù hag ar sturioù splujañ.
Deskiñ penaos ez a en-dro ur splujerez.
Ret eo dit sturiañ ur splujerez gant ar binvioù merdeiñ a zo war an daolenn vourzh.
Teir beoliad aer ez eus (anvet ballastroù) hag a vez leuniet gant aer pe zour. Emañ ar balastr kleiz en adreñv, an hini kreiz zo e-kreiz hag en araog emañ ar balastr dehou. Ur rañvell velen zo a-us d'an holl dri. Reiñ a reont tu da leuniañ ar balastroù gant dour ha da lakaat ar splujerez da ziskenn en dour. Pa vezont serr e vez taolet an dour er-maez dre zigeriñ reñvell a zo dindan : beoliadoù aer moustret a vount war an dour hag a zo kaset er-maez ha neuze ez a ar splujerez da vezañ skañvoc'h : mont war-c'horre a ra ar splujerez neuze (bullennoù a vez gwellet).
War an tu kleiz eus an daolenn vourzh emañ jaoj an tizh. Kemmet e vez tizh a-zremm ar splujerez dre glikañ war '+' pe '-'. Liammet eo ar jaoj-mañ gant ar veoliad trelosk (mazout) o voueta ar c'heflusker, en traoñ, e liv glas-gwer.
Erfin, ouzh ar balastroù emañ lankerioù araok hag adreñv ar sturioù da ziskenn a-serzh. Da sturiañ a-serzh araog pe adreñv ar splujerez evit mestronaiñ ar sevel pe an diskenn (komz a reer eus an 'azez') e talvezont. Diwall ! Arabat eo dezhi bezañ re stouet ! Mar bez re stouet ez ay war enaou ul luc'hig reoliñ (e stumm heñvel ouzh ar splujerez), evit lavarout dit eo poent adwintañ azez da splujerez.
Ret e vo dit tremen e-bioù ar vallum en donder hag an eoullesr war ar gorre.
Diwall ! Bevennet eo barrad ar beoliadoù (aer ha trelosk) : 30.000 unanenn aer ha 3.000 unanenn drelosk. Taol evezh outo mar fell dit merdeiñ pell. Un nor zo war an tu dehou. Tremen drezi evit tizhout al live uheloc'h.