|
Evit echuiñ ar miltamm-mañ e vo ret dit bezañ pasiant ha poellek
Sudoku (e japoneg : 数独, sūdoku o talvezout sifr nemetañ) eo un torr-penn dre sifroù.
Leuniañ ar gael gant sifroù (eus 1 betek 9) en ur gregiñ diwar sifroù lakaet en a-raok er gael eo pal ar c’hoari-mañ.
Gant rannoù 9 c’harrez (3 x 3) o sevel ur gael 9 x 9 (sell ouzh ar skouer) e vez savet ar gael. Ur wech nemetken e rank bezañ pep arouez e pep renk, e pep bann hag e pep rann. Ret eo bezañ pasiant ha poellek evit leuniañ ar gael.
(Source