|
Dornata al logodenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur dieub. An Tangram a vez graet « Tchi’i Tchi’iao pan » anezhañ e sineg (ger ouzh ger : « ar blaketenn he 7 tun »). Dianav e chom e orin, e-kerzh an Henamzer moarvat, koulskoude n’eus roud ebet anezhañ a-raok 1800. Gant 7 pezh ez eo savet, graet ’Tan’ anezho, o sevel ur c’harrez ur wech lakaet unan e-kichen egile : 5 tric’horn serzh keitgarek : un tric’horn bihan, unan krenn ha daou vras ; 1 c’harrez ; 1 c’hensturieg.
Unanenn diazez an didroc’hadur eo an tric’horn bihan. Gorread a-bezh an Tangram zo par da 16 gwech gorread an tric’horn bihan. Treuzvegenn ar c’harrez bras zo par da 4 gwech sav an tric’horn bihan.
Sevel ur stumm roet, peurliesañ diwar ul levr skouerioù eo pal ar c’hoari. Eeun eo ar reolennoù : ret eo ober gant an holl bezhioù. Ret eo lakaat ar pezhioù a-blad hep mont unan war egile. Kichen ha kichen e rankont bezañ.