Bruno coudoin
(wordprocessor.xml)
Ur c’hewerier testennoù eeun evit sevel hag enrollañ testennoù.
Deskiñ penaos enankañ un destenn gant ur c’hewerier testennoù.
Dibar eo ar meziant-mañ rak war arver ar stiloù e pouez.
Neuze, pa vo deuet an amzer d’ober gant ur c’hewerier testennoù kempleshoc’h evel OpenOffice.org e vo tennet korvo eus an traoù bet desket gant ar c’hewerier testennoù-mañ.
Gant ar c'hewerier testennoù-mañ e vez biziataet pezh a plij dit hag enrollet evit ma vo kavet en-dro war-lerc'h.
Lakaet e vez stil gant da destenn dre arverañ an afelloù war an tu kleiz.
Ar peder afell gentañ a ro ur stil d'al linemm m'emañ da reti.
An afelloù all, dre zibaboù lies, a ro tu dit dibab ur skouer evit da deul ha neuzioù liv.