Keleier

2024-02-21 
gcompris 4.0

Hiziv e kinnigomp stumm 4.0 GCompris.

Kinnig a ra ar stumm-mañ troidigezhioù an teir yezh-mañ ouzhpenn: Bulgareg, Galizeg ha Swahili.

Bez' ez eus 190 obererezh, en o zouez 8 nevez:

  • "Rummadoù yezhadurel" zo un obererezh evit deskiñ dielfennañ rummadoù yezhadurel ar gerioù, a rummad da rummad.
  • "Dielfennañ yezhadurel" zo heñvel ouzh an obererezh kent, met gant meur a rummad da zielfennañ en ur frazenn.
  • "Calcudoku" zo ur c'hoari niveroniel ma ranker leuniañ ur gael gant niveroù hervez reolennoù resis.
  • Gant "Divin 24", oc'h implijout ar pevar niver roet hag an arouezioù jediñ, kav an niver 24!
  • En obererezh "Frizenn", adsav ha klok frizennoù a bep seurt.
  • "Lenn ul linenn dereziet" zo un obererezh ma rankez kavout un talvoud diskouezet war ul linenn dereziet.
  • En obererezh "Implij ul linenn dereziet", plas an talvoud kinniget war al linenn dereziet.
  • En obererezh "Niveroù stok", desk peseurt niveroù a zo warlerc'h pe a-raok an heuliadoù kinniget.

Bez' ez eus meur a fazi reizhet ha gwelladennoù grafek e meur a obererezh.

Ur sapre hent a zo bet kaset da benn gant ar stumm-mañ: goude 9 bloaz labour, setu peurechuet adkempenn an holl skeudennaouañ hervez ar sturioù dibabet.

Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:

  • Arabeg
  • Bulgareg
  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Galizeg
  • Kroateg
  • Hungareg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Poloneg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg

Troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se:

  • Azerbaidjaneg (97%)
  • Belaruseg (86%)
  • Tchekeg (94%)
  • Alamaneg (95%)
  • Saozneg Bro-Saoz (95%)
  • Esperanteg (99%)
  • Estoneg (95%)
  • Finneg (94%)
  • Hebraeg (95%)
  • Indonezeg (95%)
  • Makedoneg (90%)
  • Norvegeg Nynorsk (95%)
  • Portugaleg (95%)
  • Ruseg (95%)
  • Slovakeg (83%)
  • Albaneg (99%)
  • Svedeg (95%)
  • Swahili (99%)
  • Sinaeg Hengounel (95%)

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2023-06-06 
gcompris 3.3

Hiziv e kinnigomp stumm 3.3 GCompris.

Kinnig a ra ar stumm-mañ troidigezhioù an div yezh-mañ ouzhpenn: Arabeg hag Esperanto.

Meur a fazi reizhet evit obererezhioù liesseurt evel "Kodiñ an hent", "Lizherenn er ger", "Tap ar vell" and "Sonaozouriezh piano".

Gwellaet eo bet un tammig an ober gant ar c'hlavier (lankañ, pishaat...).

Bez' ez eus ivez skeudennoù ha gwelladennoù en obererezh "Chaseour foto".

Troet eo bet penn-da-benn evit ar yezhoù-mañ:

  • Arabeg
  • Azerbaidjaneg
  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Saozneg Bro-Saoz
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Kroateg
  • Indonezeg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Norvegeg Nynorsk
  • Poloneg
  • Portugaleg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg

Troidigezh diglok evit ar yezhoù-se:

  • Belaruseg
  • Tchekeg
  • Alamaneg
  • Esperanteg
  • Estoneg
  • Finneg
  • Hebraeg
  • Hungareg
  • Makedoneg
  • Ruseg
  • Slovakeg
  • Albaneg
  • Svedeg
  • Sinaeg Hengounel

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2023-03-29 
gcompris 3.2

Hiziv e kinnigomp stumm 3.2 GCompris.

Ar stumm nevez-mañ a zo ennañ meur a reizhad evit obererezhioù a bep seurt evel "Dizolo kod etrevroadel Morse", "Mestroni an duellenn" hag obererezhioù sonerezh.

Bez' ez eus ennañ ivez skeudennoù nevez evit an holl obererezhioù memor hag evit "Miltamm ar babigoù".

Urzh-linenn nevez-ouzhpennet (--diaester {talvoud|izelañ-uhelañ}) evit ma c'hello an implijerien dibab gant ul live diaester resis pa fello dezhe.

An doare-skrivañ Andika zo bet adnevesaet d'e stumm nevesañ (6.200).

Troidigezhioù klok evit ar yezhoù-mañ:

  • Brezhoneg
  • Katalaneg
  • Katalaneg (Bro-Valencia)
  • Gresianeg
  • Saozneg Bro-Saoz
  • Kastilhaneg
  • Euskareg
  • Galleg
  • Kroateg
  • Italianeg
  • Lituaneg
  • Malayalameg
  • Hollandeg
  • Norvegeg Nynorsk
  • Poloneg
  • Portugaleg
  • Portugaleg Bro-Vrazil
  • Roumaneg
  • Sloveneg
  • Turkeg
  • Ukraineg
  • Sinaeg Hengounel

Troidigezhioù diglok evit ar yezhoù-se ivez:

  • Azerbaidjaneg
  • Belaruseg
  • Tchekeg
  • Alamaneg
  • Estoneg
  • Finneg
  • Hebraeg
  • Hungareg
  • Indonezeg
  • Makedoneg
  • Ruseg
  • Slovakeg
  • Albaneg
  • Svedeg

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2023-01-21 
gcompris 3.1

Hiziv e kinnigomp stumm 3.1 GCompris.

P'hon eus merzet e oa ur gudenn a-bouez gant ar stumm 3.0 en obererezh nevez "Keñveriañ", hon eus dibabet kas buan ar c'hempenn nevez 3.1 d'ar jeu.

Bez' ez eus ivez un toullad adnevesaat evit an troidigezhioù.

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2023-01-18 
gcompris 3.0

Salud d'an holl, Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 3.0.

Bez' ez eus 182 obererezh, en o zouez 8 nevez:

  • "Pleustriñ gant al logodenn" a servijout da bleustriñ war an implij eus al logodenn gant klikoù kleiz ha dehou.
  • E-barzh "Krou ar c'hevrennoù" ez eztaoler kementadoù dekredel gant un dartezenn pe un skouergorneg.
  • E-barzh "Kav ar c'hevrennoù" e reer ar c'hontrol: skrivañ ar gevrenn eztaolet gant un dartezenn pe ur skouergorneg.
  • Gant "Dizolo kod etrevroadel Morse\ e tesker penaos kehentiñ gant kod etrevroadel Morse.
  • E-barzh "Keñveriañ niveroù" e tesker penaos keñveriañ talvoudoù an niveroù gant arouezioù keñveriañ.
  • "Kav ar glokadenn d'ober dek" a zo ur boelladenn evit deskiñ ober gant meizad ar glokadenn d'ober dek.
  • E-barzh "Eskemm klokadennoù evit dek" ez eskemmer niveroù ur sammadenn a-benn implijout gwelloc'h ar glokadenn d'ober dek.
  • E-barzh "Ober gant ur glokadenn d'ober dek" e tesker ober gant ar glokadenn da zek evit gwellaat urzh an niveroù en ur jedadenn.

Ouzhpennet hon eus 2 urzh-dibab nevez:

  • Roll an holl obererezhioù a zo deus oute (-l or --list-activities)
  • Kregiñ diouzhtu gant un obererezh resis (--launch activityName)

Ur stumm-mañ a zo ennañ meur a welladenn hag a gudennoù reizhet.


Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù, setu bremañ 36 yezh gant GCompris 3.0, 25 anezhe troet penn-da-benn: (azerbaidjaneg, brezhoneg, estoneg, euskareg, galleg, gresianeg, hebraeg, hollandeg, hungarek, italianeg, katalaneg, katalaneg Bro-Valensia, kroateg, lituaneg, malayameg, norvegeg Nynorsk, poloneg, portugaleg, roumaneg, ruseg, saozneg Bro-Saoz, sinaeg hengounel, sloveneg, spagnoleg hag ukraineg). 11 a zo damdroet: (alamaneg (91%) , albaneg (99%), belaruseg (83%), finneg (94%), indonezeg (99%), makedoneg (94%), portugaleg Bro-Vrazil (94%), slovakeg (77%), svedeg (94%), tchekeg (82%) ha turkeg (71%).

Ur gerig ispisial diwar-benn ar mouezhioù ukraineg, bet ouzhpennet a-drugarez d'an aozadur "Save the Children", paeet ganti an enrollañ. Staliet zo bet ganti GCompris war 8000 tabletezenn ha 1000 urzhiataer-hezoug, ha kaset anezhe d'ar c'hreizennoù deskiñ niverel ha da lec'hioù goudoret all evit ar vugale en Ukraina.

Mouezhioù kroateg a zo bet enrollet gant ur perzhiad.


Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Android, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Evezhiadenn evit an holl bakadourien oc'h ober war-dro an dasparzhoù GNU/Linux: un dalc'h nevez diwar on QtCharts QML, plugin, hag ar stumm disterañ rekis evit Qt5 a zo bremañ 5.12. Tremenet omp ivez eus QtQuick.Controls 1 da QtQuick.Controls 2.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2022-04-13 
gcompris 2.4

Hiziv e kinnigomp stumm 2.4 GCompris.

Gwellaet hon eus ment an holl bakadoù evit an holl savennoù hag ar restr diavaez evit skeudennoù ar gerioù (~30% bihanoc'h).

M'ho peus lammet ar pellgargañ otomatik hag e fell deoc'h kaout restr klok ar skeudennoù e renkit mont er restr kefluniañ ha klikañ war "Pellgargañ restr klok ar skeudennoù".

M'ho peus ar stumm nevesañ e teu an destenn "Full word image set is installed" war-wel en traoñ.

Mouezhioù digoradur Nynorsk Norwegia a zo bet ouzhpennet gant Karl Ove Hufthammer and Øystein Steffensen-Alværvik. Mouezhioù Malayalameg a zo bet klokaet gant Aiswarya Kaitheri Kandoth.

Hizivaet eo bet an tresadennoù evit meur a obererezh.

Mennet hon eus un nebeud kudennoù en obererezhioù Gremm adnevesadus, Kelc'hiad an dour ha Kevrediñ kempoell.

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2022-02-27 
gcompris 2.3

Hiziv e kinnigomp stumm 2.3 GCompris.

Goude bezañ dizoloet ur fazi a freuze 3 obererezh hon eus dibabet mennañ buan anezhañ ha kinnig dres ur c'hempenn nevez.

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows, Raspberry Pi ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, an dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

2022-02-24 
gcompris 2.2

Salud d'an holl,
Plijet omp o kemenn stumm nevez GCompris 2.2.

Ur c'hempenn eo, neuze e rankfe pep dasparzh GNU/Linux gant ar stumm 2.0 pe 2.1bezañ hizivaet da 2.2.

Setu ur verradenn eus ar c'hemmoù graet :

  • Skeudennoù nevez ha traoùigoù mennet en obererezhioù Kelc'hiad an dour ha Gremm adnevesadus.
  • Skeudennoù nevez evit obererezh an Tangram.
  • Gwellaet an urzhiañ lizherennoù er c'hlavier-skramm (ober a ra gant stumm lec'hel GCompris).
  • Reizhet ur freuz pa loc'her Boest kempouezañ gant Android.
  • Ur bern reizhadennoùigoù ha gwellaennoù.

Evit ar pezh a sell ouzh an troidigezhioù :

  • Russeg troet penn da benn.
  • Mouezhioù nevez evit norwegeg Nynorsk (estreget ar mouezhioù digoradur).

Bez' e c'hallit kavout pakadoù ar stumm nevez-mañ evit GNU/Linux, Windows ha MacOS war ar bajenn bellgargañ. An hizivaat a vo deus outañ a-benn nebeut en Android Play store, en dastumlec'h arloadoù F-Droid hag er Windows store. Evit Raspberry Pi e kinnigimp ur stalier a-benn nebeut.

Trugarez d'an holl,
Timothée & Johnny

An holl geleier