Skolioù

Ur benveg kelennadel niverel eo GCompris evit kinnig poelladennoù pleustriñ e diabarzh ar skol kenkoulz hag en diavaez. Ur meziant digor pourchaset dindan aotreegezh publik hollek GNU an hini eo. Kerzhout a ra gant meur a reizhiad (GNU/Linux, Windows, Android, macOS) ha war urzhiataerioù izel o nerzh zoken.

Bez 'ez eus eus GCompris er skolioù er bed a-bezh abaoe tremen ugent vloaz ha kinnig a ra muioc'h eget 150 obererezh o tennañ d'an danvezioù kelennadel pennañ, en o zouez :

  • Deskiñ implijout un urzhiataer
  • Pleustriñ lenn gant obererezhioù evit lenn lizherennoù, gerioù ha geriaouegoù
  • Prenañ skiant e matematik en ur bleustriñ war ar jediñ an niveriñ, ar muzulioù ha skoulmadoù
  • Dizoleiñ ar bed dre ar poell, an arzoù hag ar sonerezh
  • Ergerzhout ar skiantoù hag ar studioù dre an arnodiñ, an istor hag ar geografiezh
  • Diorren ar preder strategiel gant c'hoarioù-pladenn

GCompris n'en deus ket ezhomm eus ar c'henrouedad evit mont en-dro, ne zastum dave ebet, o toujañ rik ma ra ouzh reolennoù hollek Europa a-fed difenn an daveoù personel (RGPD).


Abaoe ar stumm 1.0 e ro GCompris an tu d'an desaverien da zibab live an obererezhioù hervez barregezh pep bugel. Da skouer, evit un obererezh o lakaat ar vugale da bleustriñ war an niveroù, e c'haller dibab peseurt niveroù ober gante, o lezel niveroù uhel ha diaes da vezañ implijet diwezhatoc'h. Pe evit un obererezh lec'h ma rank ur bugel urzhiañ skeudennoù hervez red an amzer e c'haller dibab al live evit bugale gouest da lenn niveroù hepken pe diaesaat an traoù evit bugale gouest da lenn niveroù kenkoulz ha gerioù.

dataset selection

Ar perzh-liveañ a ro an tu da ginnig poelladennoù war ar matematik, ar yezhoù, ar skiantoù hag ar studioù all evit ar skolidi. Bez' e vint ivez barrek d'ober c'hoarioù strategiezh evit gourdoniñ o barregezhioù war skoulmadoù.


Evit kinnig un diazez kelennadel solut eo diazezet liveoù obererezhioù GCompris war programmoù skolioù kentañ derez Bro-C'hall, ar re heuliet gant ar gelennerien c'hall er c'hlasoù.